Ekonomiezh al labelioù-muzik dizalc'h
Kalzig labelioù-muzik dizalc'h a zo atav e Breizh. Met start a-walc'h eo dezho dalc'hen an taol evel-just, dreist-holl abaoe m'eo degouezhet an Internet. En deiz-hiziv e vez gwerzhet kalz nebeutoc'h a bladennoù ha kresket eo ar prizioù ivez. Serten labelioù-muzik a gav gwelloc'h neuze produiñ nebeutoc'h bremañ ha labourat en ur mod « otoproduet » ivez. Disadorn e oa dalc'het ar MIDEM e Plouared, Marché Intercommunal du Disque et des Musiques Enregistrées. Un dosen labelioù-muzik eus ar vro a oa bet pedet da zont da werzhañ o fladennoù ha da vrudañ o labour. An dra-se en deus roet an digarez da Benjamin Bouard da gontañ gant Etienne Cabaret, deus al label Musiques Têtues.